Pajenn:Koñchennoù eus Bro ar Ster Aon.djvu/102

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
102
konchennou

Ret eo d’ar paour-kaez senti, kaer en deus. Digouezet er gêr, eo du e benn e-giz sac’h an huzil.

« Petra a zo, Bertele ? » eme C’hod.

« Allas ! Godig ! me a zo kollet ! »

« Adarre ! »

« Ya ! ha gant an aotrou person ar wech-mañ | »

« O ! neuze n’eus droug ebet rak an aotrou person a zo eun den mat anezañ, ha roet en deus d’eomp eul lod-ar-pardon kaer-tre. »

« N’eus droug ebet ! c’houi a lavar. Allas ! allas ! ma oufec’h, ne gomzfec’h ket e-giz-se ! »

« Petra ’zo eta ? »

« Soñjit n’eo ket deuet ar sant nevez ! »

« An hini koz a zo mat c’hoaz, emichañs ? »

« Mat e vije bet, met e ludu emañ ! »

« E ludu ? »

« Ya ! e-giz ma vez graet d’an traou benniget, devet eo bet. »

« Ha neuze ? »

« Ha neuze n’eus sant ebet ! »

« Sant ebet ? »

« Nann ! »

« Ha goude, feiz ? »

« Goude ? e rankin mont d’ober ar sant warc’hoaz ! »

« D’ober ar sant ? »

« Allas ! ya ! »

« Ha gouest e vefec’h ? »

« N’ouzon dare ! »

« Grit da welout. »

« Ober a rin a-walc’h ! »

« Neuze eo mat ar stal. »

« Ne viot ket en egar ouzin ? »

« O ! nann, da ! »

« Mat neuze, met ha va c’hest ? »

« A ! gwir eo ! ha kollet e vezo ? »

« Ha me e oar me ? Marteze ! »

« Goulennit digant an aotrou person rei d’eoc’h kement a vo lakaet en ho kef. »

« Hag a rin avat !… »

War-ze koan a voe debret, koan dreut goude eur verenn e-giz an hini o devoa graet. Hag int da gousket. Ha kousket a rejont pe ne rejont ket ? N’ouzon ket, n’edon ket eno.