Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/57

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —


Nonnig na oa ket ur potr aounig, hag ac’h eaz en danz ; ha setu-han da drei ha da gana gant-he :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

— Ha goude ? a laras ; gwal-vezr eo ho sôn.

— Na euz kén, — a larjont d’ehan.

— Penoz na euz kén ? Perag na laret ket iwe :

Ha dizio ha digwener ?

— Ia a-vad ! a larjont holl, — se a zo brao kaer. Hag hi da gana neuze :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her,
Ha dizio ha digwener !

Ha da vont en-dro, en-dro ! — Pa c’hoantaas Nonnig mont-kuit, a larjont ann eil da egile :

— Petra a rofomp d’ann den-ma, ewit bea hirret ha braoet hon zòn ?

— Ann dra a garo ; arc’hant hag aour kement ha ma karo, pe bea didortet.

— Mar karet ma didorta a-vad, a laras Nonnig, na c’houlennan kén diganac’h.

Ha kerkent a oe lemet he dort d’ehan, hag a tistroas d’ar gèr skanv hag eeun, a zoken ur potr koant.

Ann dewarlerc’h, pa welas he vignon Gabig anehan, a oe souezet.

— Petra ? emehan…, hag a selle euz he gein…, ha da dort ?

— Et-kuit, — evel ma weles.

— Penoz eo c’hoarvezet kement-se ?

Hag a kontas d’ehan evel ma oa c’hoarveet ann dra.

— Ah ! me aio iwe en-bezr da noz da Benn-ar-Roc’ho, da welet ann danserrien noz.

Hag a reaz evel ma hen defoa laret. Pa arruas bars al lannek, a oa are ar c’hornandoned o tansal hag o kana :

Dilun, dimeurz ha dimerc’her !

8