Enn eur ober sin ar groaz,
Stagomp gant-hi eur wech c’hoaz !
Gwechall-goz e voa eunn tad hag eur vamm ; a c’hwenn huel e voant hag ann eil a varvaz goude egile, enn eur lezel war ann douar eur map hag eur verc’h. Herri hag Enori a reat euz ann daou-man. Ann tad a varvaz da ziveza. Pa welaz n’en devoa mui da zale dre ama, e c’halvaz he vugale d’he gaout. Dont a reont ho daou, hag ho zad a lavar d’ezho : — « Klevit, bugale, a-barz nemeur e vezoc’h hoc’h-unan war ann douar, rak mont a rann digan-e-hoc’h ; a-raok mervel a-vad, e c’houlennann ouz-hoc’h ma en em garfoc’h ho taou epad ho puez, ha ma choumfoc’h atao ann eil gant egile. » — Ar map neuze a lavar d’he dad e kar re he c’hoar evit lezel birviken anezhi he unan. — « Arabad eo ho pe aoun rak ann dra-ze, va zad ; choum a rinn gant va c’hoar atao ; ne vezo ket diez d’in ober ar pez a c’houlennit. »