— 12 —
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Sec’het c’heuz d’in ma daoulagad ;
Pa voann pleget gant ann anken,
Ma Doue, c’houi voa em c’hichen.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Ped gwech oc’h deut evel eun Tad
D’am zevel diwar ann douar,
Pa gouezenn dindan ma glac’har.
O ma Doue, c’houi azo mad !
Roet oc’h euz d’in ma mennad,
Pa oc’h euz lakeat em chreiz,
Karantez, esperans ha feiz.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pedet, meuz ho Mamm e Bulat,
E Remengol, e Jossélin,
Hag e Gwengam, war ma daoulin.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Pa vo serret ma daoulagad,
Astennit ho torn gant true,
Salver Jezuz, war ma ene.
O ma Doue, c’houi a zo mad !
Me a deu d’ho trugarekat ;
Gloar d’hec’h, Jezuz, e Breiz-Izel
Gloar d’hec’h, Jezuz, gloar eternel !
|
- J.-P.-M. Ar Skour,
- Barz ann Itron Varia Remengol.
Enn iliz abati Landévének, e-tal bez
sant Gwénolé ha bez he vignon ker, ar
roué Gralon, 25 a viz Eost 1869.
————