Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kenvreuriez Breiz-Izel, 1869.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —


Breizad ha Kristen me a vo,
Kristen, Breizad, bete ’r maro !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in boet ha dillad,
Evel d’al labousik bihan
Epad ann hanv d’hec’h-hu a gann.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
N’ alfen ket hoc’h ankounac’haat,
Roet ho c’heuz d’in eun ene,
Evit ho karout, ma Doue !

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gwelet rann gant ma daoulagad,
Ann héol, al loar hag ar stered,
Hag ann traou kaer hoc’h euz krouet.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Roet c’heuz d’in mignoned er-vad,
Kerloc’h[1], Daniel[2], an Eskop Gwen[3],
Karis[4], pevar zant, pevar den.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Gan-hec’h eo bet harpet ma zroad,
Hag aliez oc’h deut d’am difen
Ha d’am derc’hel enn ho lezen.

O ma Doue, c’houi a zo mad !
Bet em beuz, ’vel-d-hoc’h, kalonad ;
Neuze me goueze d’ann daoulin,
C’houi, ma Doue, zelle ouz-in !

  1. An Aotrou Kerloc’h, Person Hanvek, maro ar 17 a viz Genver 1860.
  2. An Aotrou Daniel, Vikel-Vraz a Eskopti Kemper, maro ar 26 a viz Du 1868.
  3. Ann Eskop Guen, — eur zant, ann Aotrou Joseph-Mari Graveran, Eskop Kemper ha Leon, maro ar c’henta deiz a viz C’houevreur 1855.
  4. Ann Aotrou Michel Karis, Barz Méné-Bré, Person Plougras, maro e Plestin, ar 15 a viz Mae 1867.