Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —


4. Eüruz eta dreist an ol ar bobl a Vreiz-Izel
Da gaout evit Itron eur zantez ken uhel !
Keit ha ma talc’ho ar mor da grozal tro hon bro,
Enomp, dre zikour Anna, ar Feiz start a chomo.

5. N’eo ket awalc’h d’ar C’hristen anavet ar gwir Fe ;
Eur bar zec’h eo d’ober tan mar n’en deuz karante :
Anna, disket d’imp karet Jezuz hag ar Werc’hez,
Ha ganthi da virviken bezet hon Rouanez. Amen.

K. G.




EN ENOR DA ZANT ERVOAN
————
N° 78. — Otrou zant Ervoan beniget.
War don N° 78.


1. En hon zouez euz a zant
Ervoan Braz eo ar madoberou,
O sonjal en-he, peb-unan
A wir galon a laro :

Diskan.
Otrou zant Ervoan veniget,
Enor ha zikour hon bro,
An neb ho ped en deuz bepred
Eun difener en Envou.

2. En Envou evel en douar
Zant Ervoan zo galloudus,
Hag e galon da neb en kar,
Zo mad ha trugarezus.

3. Ia, peb hini da zant Ervoan
N’euz nemet enem westlan ;
E peb ezom hag e peb poan
E vo zikouret gantan.

4. Evit traou an douar nec’het
Gant ar glao pe ar zec’hter,
Da zant Ervoan omp diredet,
Hon c’hlevet ’n deuz enaber.