Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —
N° 77. — Amzer ar peoc’h hag er brezel.
War an toniou N° 77.
Diskan.
Amzer ar peoc’h hag er brezel,
Anna, c’houi zo ners Breiz-Izel,
Gloar ha meulodi d’hon ltron,
War ar mèz ha war ar mor don.
1. C’houi hepken touez ar mamrnou ec’h euz laket er bed
Eur bugel ker d’he C’hrouer, Raktal m’he deuz bevet :
C’houi zo mam da Vam Doue, da Vam ar gristenien,
Ho merc’h a zo Rouanes war an ol groadurien.
2. Pa oa genac’h en ho ti, Mari d’ac’h a blege,
Kenkent ma larec’h eur ger Mari a chilaoue,
N’eo ket bouzar nag amzent en envou war he zron,
Teneroc’h eget biskoaz eo breman he c’halon.
3. Evel Mari ha Jozep, pa gomzet ouz Jezuz,
Hen galvet e gwirione ho Mab karantezuz :
An dud a gar ho mam-goz, c’houi zo mam-goz ive
Hag ho Mab-bihan a zo gwir den ha gwir Doue !