Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/82

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 77 —


2. Brezel hon euz gant an diaoulou,
An dud fal hag hon goal-dechou :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma trec’h ar peoc’h en hon ine.

3. Ar boan hag an dristidiges
A fraill hon c’halon alies :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma tizec’h hon daerou neuze.

4. Stank e kavomp rust an amzer
Hag al labour hir ha poner :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma ve skanvoc’h hon bec’h goude.

5. Aman genac’h na skuizomp ket,
Kuitat eur vam a zo kalet :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
M’hon gwelfet o tont adare.

K. G.




N° 67. — Evit fin Miz Mari.
War an ton N° 67, pe Ni ho salud Stereden, N° 32.


1.Trugare a laromp hirie,
Euz ar grasou ec’h euz skuilet
Warnomp, Rouanes an Ele,
Epad ar miz-man beniget.

Diskan.
D’ac’h e voestlomp hon c’halonou,
Renet en-he vel en Envou :
Aman fel d’imp ho serviji