Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/81

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

Da gentan e fel d’in koulskoude
Dihun ma c’halon a vugel :
Dihun ha digor ma c’halon
Ma genou ive,
Da ganan d’am Mam, d’am Itron :
Ave, ave !

2. Evnik skanv en amzer o ninjal
Beure-mad a lar e zonik,
Hed an de, betek an noz teval
Morse na davo e vouezik :
Evel-se. Mari, hep paoues,
Me renk hed an de,
Ha saludi gant levenes,
Ave, Ave !

3. Eun de al evidon a darzo,
O sonjal e spont ma speret !
Sklaset em gwele, ma c’horf maro,
Da c’houlou-de na zavo ket :
Euz an Envou d’am diarben
Diskenet neuze,
Ha d’ac’h me gano da viken :
Ave, Ave.

K. G.




N° 66. — D’ar Werc’hes, euz an noz.
War an ton N° 66.


1. An noz war ar bed a zisken :
Setu kouls an devalijen :
Dirag hoc’h oter koulskoude
’C’h eo ken dous pedi, Mam Doue,
Ma teuomp di kent fin an de !