- Dister edoc’h en eur c’hraou e kreiz al loenet mud,
Diners, ouz ar Groaz staget, ha nac’het gant an dud ;
Aman pa zellan ouzoc’h, izeloc’h ho kwelan,
Ha pa chilaou ma diskouarn mouez ebet na glevan !
- A dreuz d’ar spesou trompus ma c’halon koulskoude,
Ho klask, ho kav, hoc’h anav, ma Zad ha ma Roue :
C’houi eo bugel Bethlehem, micherour Nazareth,
Prener ha perc’hen ar bed, eil ferson an Dreindet !
- Pa zonjan ez oc’h Doue e krenan diragoc’h ;
Er c’hraou ha war an oter n’am euz ket aoun ouzoc’h ;
Trugare ’ta, ma Jezus, da vezan diskenet
En hon zouez, en ilis-man, vit chom genimp bepret.
- Er park pad ma labouromp da c’honit hon bue,
Ho lagad tener hon heuill dreist rec’hier ha mene ;
Ha pa gemer hon memprou dic’han epad an noz,
Euz an oter ho sellou a bar war ar baros.
- Na hell ket ma daoulagad miret a skuill daerou
Pa zonjan ’n ho madeles, ma Jezus, ma Otrou,
Pa welan ar garante hoc’h euz en hon andret,
Ha ni na m-omp gret biskoas nemet drouk ha pec’het !
- D’ac’h eo an erv hag ar greun, ar prad hag al loenet,
Ni zo mevelien ho ti, gant ineou sklaset,
Sklaset didan an avel a c’houez euz an ifern ;
Eno, mar n’hon zoutenet e kouezimp bern ouz bern !
- Miret hon zeod ’n hon genou evit ma finvo ket
Da gomz dirag ar re-all komjou an drouk-speret :
Hêlet hon daouarn, hon zreid, ha dreist-ol hon ine,
Ma vo hon erv eün ha leun, ha kaer an est goude !
|