— 14 —
Ma trec’ho dre-ol er brezel
Gret a bep tu d’an Aviel.
- Breman-zouden, o ma Zalver,
E tiskenfet war an oter ;
Karget a fe grenv ma ine,
Ha ma c’halon a garante.
- Ha c’houi bet zonj, Gwerc’hes Vari,
Ec’h euz hen ganet vidomp-ni ;
Tolet warnezan ha warnon
Eur zel a vam, zel ar galon.
|
N° 4 bis. — An « Adoro te » en Brezonek.
War an ton latin, N° 4 bis.
- M’hoc’h ador gant doujans, o Doue kuzet,
A chom aman gwir-mad en Hosti zakret ;
Ol, d’anzav ho prezans e pleg ma c’halon,
Hep gortoz kompren eur mister zo ken don.
- Lagad, dorn ha genou a fazi aman,
Mes, dal m’ec’h euz komzet, me gred hep krenan :
Penoz na gredfen ket lavar Mab-Doue ?
Gwiroc’h vit e goms n’euz ket eur wirione.
- Er Groaz enem guzec’h vel Doue hepken ;
Aman ez oc’h kuzet vel Doue ha den :
C’houi, ma Zalver Jezuz, c’houi eo koulskoude,
Ha gant feiz al Laer-mad ho pedan ive !
- Gouliou ho korf zakr Thomas o gwele ;
Heb gwelet me ho kalv ma Mest, ma Doue :
Gret ma kresko en-on ar greden bemde,
Kouls hag an esperans, hag ar garante.
|