I. — En Oferen, hon Zalver a unan e vouez gant re ar gristenien a zo en ilis, evit enori Doue ha goulen e c’hrasou. N’euz netra kaeroc’h eta na peden ebet krenvoc’h eget an Oferen zantel.
C’houec’h loden zo en Oferen :
1° Ar Pedenou : Introït, Confiteor, Kyrie, Gloria, Oremus.
2° Ar C’henteliou : Abostol, Aviel, Credo.
3° An Ofransou, beteg ar Sanctus.
4° Ar Goureou, beteg ar Bater.
5° Ar Gomunion, beteg an Dominus vobiscum... Oremus.
6° Ar Pen Divezan, ken na guita ar belek an Oter.
II. — Evit heuil erfad an Oferen e renker zevel ar speret etrezeg Jezus war an Oter, ha Doue e Dad e lein an Env, goude bezan goulenet zikour ar Werches hag ar zent a reer o gouel.
Neuze ec’h eo talvoudus, pa na ganer ket, lenn gant evez unan benag eur ar c’hantikou a gaver aman. Ar c’hantik a zo eur beden ; e peb ger a zo splanijen ha tomder.
Amzer ar Pedenou hag ar C’henteliou kemeret kantikou ar Werc’hes, ar zent, ar finvezou divezan, ar vue gristen... Amzer an Ofransou, kantikou ar Galon-Zakr... Amzer ar Goureou, kantikou ar Zakramant.., Goude, kantikou ar Gomunion : ha re an Anoudeges-vad, 21, 22, 23, 102, 115.
Mad eo ive laret ar Chapelet en eur brederian war ar misteriou, 35, 36, 37.
Ar c’hân a ro muioc’h a ners d’ar beden. D’ar zul eta ha d’ar
goueliou, an ol a dle mont d’an Oferen-bred, nemet ar re a ve
ezom aneze er gèr, hag a zo bet en Oferen vintin.
An hini n’en deuz ket a leor-al a heilo heuill an ofis gant e leor kantikou. Setu aman penoz enem gemer.
1° Lennet ar c’hantik Ofromp d’an Env epad an Introït, ha kanet gant ar c’heur, Kyrie, Gloria in excelsis, etc.
2° Lennet c’hoaz eur c’hantik epad an Abostol. D’an Aviel gret an tri zin ar Groaz war ho tâl, ho kenou, ho kalon. Kanet ar Gredo.
3° Amzer an Ofransou, ofret gant ar belek ar bara hag ar gwin, kanet pe lennet eur c’hantik ; arog ar Prefas hag ar Sanctus, kanet adare ar c’homjou latin a gavfet aman pelloc’h.
4° Goude ar Goureou kanet gant ar c’heur e brezonek pe en latin. Adoremus, O Salutaria, Ave verum, etc.