3. D’ar c’horf eun ine zo krouet
Da rei d’imp buez ha genet :
An Ilis a n-euz vit ine
Ar Speret-Zantel, gwir Doue.
4. D’an ol e ro ners, sklerijen,
Evit bezan gwir gristenien :
D’ar veleien, d’ar bastoret,
Gallout evit ren o denvet.
5. Pen an Ilis, er Barados,
Eo Jezus-Krist, ouz hon gortoz ;
Da ben an Ilis er bed-man
Simon-Per oa laket gantan.
6. Per eo bet vit-ze leshanvet,
A zinifi eur roc’h kalet ;
Ar roc’h zo trec’h d’ar gwagenou ;
Per zo divral, daoust d’an diaoulou ;
7. Ar Pab a zo e lec’h zant Per,
Eveltan vikel d’hon Zalver ;
Per a oa chef an diskibien,
Ar Pab eo chef an eskibien.
8. Enor braz d’ar Pab a douger
Hag ouz e dreid e taouliner ;
Gant ar Pab an ol zo reizet
Pastoret kenkouls ha denvet.
9. An eskob na n-euz gwir ebet
Digant ar Pab mar na n-euz bet :
D’e dro an eskob d’ar belek
Ro gwir da ren ha da brezek.
10. Euz ar Pab vel euz eur vammen :
E teud’ar c’hristen e greden:
Hen zo barner war draou ar Fe,
Kement a varn zo gwirione.
11. Ar Pab ouspen a zo roue,
Na n-euz ken mest nemet Doue :
N’hel bezan dindan lezen den
An neb a ra d’an ol lezen.
12. E gador zo he flas e Rom.
Kichen be Per e renko chom :
D’ar Pab ha d’imp Rom zo pelzo,
Peb kristen zo er gèr eno...
13. Eürus neb a ro d’hon Zalver
Dre zorn ar Pab e dam diner,
Ha neb a zo bepred fidel
Da chilaou mouez an Tad Zantel !
(Kantikou spirituel Kemper.)
1. O pebes tan a gers hirie,
Dre ma ine ha dre ma c’halon !
Zantout a ran Speret Doue
Gant e domder o tisken enon !