Tanveit am euz ouz an dol-man
Jezus evit ar wej kentan.
8. Gwelet a ran tron ar Werc’hes,
Mam hon ine, ma Rouanes :
O Mari, hen gouzout a ret,
A viskoaz am euz ho karet !
9. Me wel ive portret ar zent
A ro d’imp harp a-hed an hent :
En o zouez me wel hon Fatron :
N’ankouaïn biken e bardon !
10. Morse ne gavis eul lec’h al,
Nag en Arvor nag e Bro-C’hal,
D’am daoulagad ken dudius,
D’am c’halon ken karantezus !
11. Chom a rin beteg ar maro,
Tost d’am ilis, e kreiz ma bro ;
Me fel d’in bezan interet,
Gant ma zud koz en hon beret !
12. Deiz ar varn, p’hon galvo Doue,
Bev e savimp ol euz ar be,
Da vont euz ilis ar baroz,
Trezeg ilis ar Baradoz.
Ar Sk. ha K. G.
Ar zul divezan goude an Pantekost, e fin miz Du, a zo ive an divezan euz ar blavez kristen. En Aviel, an de-se, hon Zalver a goms d’imp euz fin ar bed. Lennet pe kanet Ar Varn divezan, N° 90.
Diskan.
Ar Pab e Breiz a zo karet,
Breiz gant ar Pab zo beniget ;
a greiz kalon, gant hon peden,
Ni rei d’ar Pab hon aluzen.
1. Jezuz, abars kuitat ar bed
A n-euz bet e ilis zavet,
Evit henchan an dud fidel
Trezeg ar vuez eternel.
2. Eur bar grefet war eur wezen
Frouez biazet-mad a hel dougen :
Buez ar c’hristen zo grefet
War Jezus-Krist, Zalver ar bed,