— 12 —
- An Ebestel en eur zâl unanet
A dân ho kras ec’h euz gwejal devet ;
Bet evidomp ar memes madeles,
Na n-omp heb-oc’h nemet zempladures.
- Gwerc’hes Vari, esperans ar pec’her,
Pedet Jezuz ho Mab hag hon Zalver :
Obtenet d’imp kompren komjou Doue
Ha da viken o miret goude-ze.
|
N° 3. — Ar memes peden.
War don : Selaouit ol gwitibunan, N° 3.
- Deut me ho ped, Speret-Zantel,
Karget kalon an dud fidel,
De ha noz dalc’het bev en-he
An tan flam euz ho karante.
- Mar skuillet enomp ho krasou,
Wardro gant ho tonezonou,
An douar a vo neveet,
Doue dre-ol a vo meulet.
- Gwerc’hes Vari, Mam hon Zalver,
Ken galloudus ha ken tener,
Evidomp-ni breman pedet,
Ar Speret-Santel ho Pried.
|
N. B. Kantik-al d’ar Speret-Santel, n° 126.
————