5. Endro d’imp hon ele a ninj, leun a zudi,
Hon tadou, hon mammou, a ouel o sellet ouzomp,
Ha gant ar fe grenvan, o Jezus, ho suppli
Da chilaou eur wej c’hoaz o feden evidomp.
6. Ol vadou an douar, e ol blijaduriou,
A zo pri ha moged en ho kenver, o Jezus,
E kenver au tensor euz ho prezans eürus,
En devez-man ken kaer etouez an ol deiou !
7. Pelloc’h, o ma Jezus, pa vefet em c’halon,
Me vank d’in ho miret er vuez hag er maro,
Ha dre ma vertuiou bemde kaerat ho tron :
D’an drouk evit biken e laran kenavo !
K. G.
Goude kreiste, evit hadnevezi promeseou ar Vadeiant : Karet Doue da gentan, 96 ; Fe hon tud-koz, 97 ; Me zo kristen, 98 ; O pebes tan, 135.
Evit enem westlan d’ar Werc’hes Zantel : Diskan ar Vretoned, 60 ; Mari, Rouanes Breiz-Izel, 56 ; Zantes Mari, 41, ha kals a werzenou-all.
1. Zellomp Mam Doue,
Kaer ha splan evel al loar,
Gant ar goulou-de
O sevel deuz an douar :
Pignet, Mam Jezus,
Ho Mab zo ouz ho kortoz,
Elez evurus,
Digoret ar Baradoz !
Diskan : Ni ho salud, stereden, N° 32, pe N° 33.