Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 160 —


N° 128. — Deut, o Jezus !
War an ton N° 128.


1. Digouet eo an devez a zonjemp e-nezan
Aboe ma c’houzomp koms, aboe hon fajou kentan ;
Jezus tost d’hon c’halon a skoe war an or,
Zouden ec’h antreo, hon c’halon zo digor.

Diskan.
Deut, o Jezus, deut hep dale
E kalonou ho pugale :
C’houi, ma Zalver, a vo breman
Hon magadur dre ar bed-man :
Deut, o Jezus, deut, o Jezus !

2. E vouez a lare d’imp : « C’hoant am euz da zisken
« E kreiz ho sperejou d’o c’hargan a sklerijen ;
« C’hoant am eus da vevan genac’h ’n hoc’h izili,
« Ha da veskan zoken ma goad gand hoc’h hini ! »

3. Tridal ra an ilis euz kân ar c’hantikou ;
Me wel ouz an oter ar belek oc’h ofernian ;
Pleget am euz ma fen epad ar goureou ;
Kuzet er spesou zakr Jezus a zo aman !

4. Jezus, me hoc’h ador tre daouarn ar belek :
Piou oc’h, m’hen goar erfad, c’houi zo gwir den ha Doue,
Bugel e Bethleem, lein an Envou Roue,
Mab ar Werc’hes zantel, Mab an Ol-C’halloudek !