8. Mar o douget en espet d’ac’h
Goal drist eo an doare genac’h,
Kals poneroc’h eo deut ho pec’h,
Ha lec’h profitan c’houi a bec’h.
9. Bue Jezus-Krist a zo bet
Eur verzerenti hed ha hed,
Ha na glasket en hoc’h hini
Nemet plijadur ha dudi !
10. Mar ve bet tra war an douar,
Gwelloc’h eget poan ha glac’har,
Reit en dije d’imp hon Zalver
E kement-se kentel ha skouer.
11. Komz Jezus a chomo bepret,
Skrivet-hi don en ho speret :
« Ret eo mont dre hent ar poaniou
« Da rouanteles an Envou. »
12. Er bed-man an eürusan c’hoaz
Eo an den a gemer e groaz,
O trei war Jezus e zellou,
Hag o kerzat en e roudou !
Da zadorn Fask ec’h achu kanvou ar bed kristen. En ilijou e ve beniget an tan, dour ar Vadeiant. Ar cierj braz gant e benap greunen ezans. Kanan rer an Alleluia, ar c’hleier a zon, ar c’halonou a zigor d’al levenez.
Amzer-Bask a bad bete zul an Dreidet. Chapelet ar Misteriou a C’hloar a zigas zonj d’imp euz an tri gouel braz a zigoue er c’houls-ze euz ar blaves kristen : Pask, an Asansion hag ar Pentekost.
1. Klevet, ol vugale Doue :
Roue ar zent hag an ele,
A varo zo deut beo hirie,
Alleluia !...
2. Madalen, ganti diou-alc’hoaz,
Ouz ar be zantel pa dostaz,
Digor ha goulo hen c’havaz
Alleluia !...