Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/158

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 153 —


N° 123. — Dougomp hon c’hroaz !
War don N° 123.


1. E-leiz a dud a gav kalet
Klevet Jezus o lavaret :
« D’ac’h hoc’h unan bemde marvet,
« Douget ho kroaz ha ma heuillet ! »

2. Kaletoc’h c’hoaz a vo klevet
Pez a laro d’ar re daonet :
« Tud miliget, et pel ouzin
« Kreiz an tan na n-euz ket a fin ! »

3. Hogen breman mar chilaouet,
Kentel ar Groaz, ha mar zentet,
C’houi neuze a vezo dizoan
Euz an ifern hag euz e dan.

4. En ho rog Jezus he dougas,
Ha zoken out-hi e varvas ;
N’helfec’h ket tanvat e joaiou
Hep kemer lod en e boaniou.

5. Baleet keit ha ma karfet
Netra dre ar bed na welfet
A ve d’an den ken talvoudus
Evel ar Groaz warlec’h Jezus !

6. Ar poaniou korf hag ar c’hlenvet,
Ha mui c’hoaz ar poaniou speret,
A zo peb hini aneze
Eur groaz roet d’imp gant Doue.

7. En ti, er porz, hag e peb oad,
Kroajou vo war ho kein dalc’hmad,
An aour na lam ket aneze
Euz a balez ar rouane.