Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/155

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 150 —

Jezus breman a bleg e ben
Tremen a ra... Prenet an den !

8. Eur c’hleze lem a zo êt don
En e goste bete ’r galon,
Evit lakat da ziveran.
Eur berad goad, an divezan

9. Ma Jezus, arog ma ’z in kuit
Me a fel d’in pokan d’ho treid,
Me a stardo ma muzeliou,
Ouz ar c’hoat zakr, ouz an tachou.

10. Hirie, warc’hoaz, hed ma bue,
Me vevo en ho karante ;
Mar ’m euz kalon, piou a garfen.
Nemet Jezus, Jezus hepken ?

(Kantikou Kemper ha Leon).




N° 121. — Enor d’ar Groaz, zin ar c’hristen !.
War don N° 121.


Diskan.
Enor d’ar Groaz, zin ar c’hristen,
Ha da Jesus Krist hon Roue !
Heuillomp ar Groaz e pep tachen,
E-neb d’an diaoul, evit Doue !

1. Gwejal ar baïanet paour a dec’he pa gavent
Eur groaz benag en he zav dirak-he war o hent :
Outi ar bourrev hepken a doste, a hers kaer,
Pa vije red dioadan eur muntrer pe eul laer.