Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/154

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 149 —


10. Oh ! breman, ma Jezus, eo mantret hon c’halon,
Hag ouzoc’h evit mad e c’houlenomp pardon.

11. Pardon, o ma Doue, euz hon ol bec’hejou,
Kentoc’h mervel eget nevezi ho paoniou !




N° 120. — Meulomp hirie a vouez uhel !.
War don : Vive Jésus, vive sa Croix, N° 120.


Diskan.
Meulomp hirie a vouez uhel
Jezus-Krist hag e Groaz zantel,
Meulomp hirie a vouez uhel,
Jesus Krist hag e Groaz zantel.

1. Kalet braz eo kalon an den
A chom hirie sklaset pe ien,
A chom sklaset pa wel Jezus
En eun doare ken truezus !

2. Beteg ar maro e sentas
Beteg ar maro war ar Groaz ;
Dornad plouz e wele kentan,
Ha koat kalet an divezan.

3. Mest ar bed a zoug war e ben
Spern garo evit kurunen :
En e dreid hag en e zaouarn
Zo tachou hir, tachou houarn.

4. E galon baour a verv en-han
Evel ar c’hoar dirag an tan,
C’houi zo goasket, Zalver divin.
Evel ma voasker ar rezin !

5. Ho ners a red evel an dour,
Ha digant den n’o peuz zikour ;
En ho sec’het netra, netra,
Nemet gwin trenket da eva !

6. Eul laer a-zeou, eul laer a-gleiz,
Dre ol enebourien direiz.
Hag ar pez a zo goasoc’h c’hoaz,
Ho Mam dener e-tal ar Groaz !

7. Evet eo ar c’halis c’houero
A oa gantan blaz ar maro !...