7. Ha te, o pec’her kaledet,
Na rez van na zeblant ebet
Vit gwelet maro da Roue,
Da Dad, da Zalver, da Doue !
8. Goaz out evit ar Judevien,
Ha goaz evit e vourevien ;
Rak darn aneze a ouelas,
Gant true outan pa varvas.
9. Ar re-ze n’hen anavent ket,
Kredi rentec’h oa fals-profet :
Ha te, pec’her, te oar piou e.
Te oar ec’h eo gwir Vab Doue !
10. Kement pec’het marvel a ret
Ouz ar Groaz zul-gwej hen staget,
Hag e tigoret adare
Ar gouliou ben dispenne !
11. Mar ec’h euz outan nep true,
Dilezet buan ho koal vue :
Pardonet d’hoc’h enebourien,
Evel Jezus d’e vourevien !
12. Euz ho krimou gret pinijen,
Iunet, pedet, reit aluzen :
Evel-se c’houi a gonsolo
Ho Salver ker war e varo
1. O sonjal en hon fec’hejou,
Jezus er jardin stouet,
A c’houez ar goad, a skuil daerou,
E galon a zo rannet !
Diskan.
O Jezus, dre ho souffransou,
Ho pezet ouzimp true,
Ha skuillet en hon ineou
Gwir c’hlac’har ha karante.
2. Arru eo Judas an treitour
Gant eur vanden zoudardet :
Ha Jezus, vel eun torfetour,
A chadenou zo karget !
3.Dre deir gwej Per a n-euz nac’het
Kreiz ar porz, e Vest divin :
Ken a n-euz bet teir gwej klevet
Kan ar c’hok, var ar mintin.
4. Kaïphas hag e Judevien,
Testou foz a du gante,
War digare heuill al lezen,
A glask lazan Oan Doue.