Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/152

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 147 —


jezus dirak pilat.

5. Pilat a revus da gentan,
Zinan eur zetans ken dal :
N’heller ket kondaon, emezan
Eun den a zo didamal.

jezus dirak herodes.

6. Herodes hag e vignonet
A ra goap ouz hon Zalver :
Jezus na respont ger ebet
D’ar roue louz ha muntrer.

jezus dirak ar bobl.

7. An ol bobl goneet breman
Gant arc’hant ha komjou kaer,
A zav e vouez eneb dezan,
Wardro gant prinset ar Gèr.

jezus skourjeet.

8. O kredi distân o c’holer
Pilat a c’halv zoudardet,
Ha gante, stag ouz ar voger,
Jezus a zo skourjeet.

jezus kurunet a spern.

9. War e ben dre fars e lakont,
Barou spern da gurunen,
Ha dirak-han e taoulinont
O c’hoarzi deuz e anken.

jezus kondaonet.

10. Pilat a ziskouez er stad-ze
Jezus d’ar bobl kounaret :
Barnet-han, hastet, emeze,
Na c’houlomp ken hen gwelet !

jezus ha barabbas.

11. Etre Jezus ha Barabbas
Ar Judevien, en eun toi,
A ziskleri eo gret o choaz,
Barabbas a fel d’he ol !

jezus o tougen e groaz.

12. Jezus, e Groaz war e ziouskoa,
A gers trezeg ar C’halvar,
Diners eo, ha kouezel a ra
Bete teïr gwej d’an douar.

jezus war an hent.

13. Veronik, ar grage zantel,
Ha Simon, war hent ar Groaz,
Epad ma tec’h an ebestel,
Zo gant Jezus en e c’hloaz.

jezus ouz ar groaz.

14. Ouz ar Groaz neuze hen stager,
Tachou hir en e vemprou :
A bep tu dezan zo daou laer
Brudet dre o zorfejou.

jezus en e heur divezan.

15.Seiz gwej Jezus a lein ar Groaz,
Kent mervel a n-euz komzet :
Genimp eman e Galon c’hoaz,
Daoust d’e boaniou ken kalet !

jezus o vervel.

16. Da deir heur na chom ken eno,
Nemet eur c’horf dizec’het :
Zalver ar bed a zo maro,
Gant e vugale skoèt !

goude an tremenvan.

17. An heol a guz, ar bed a gren,
Jeruzalem zo spontet !
Ha d’e Vam ger war he barlen
Jezus a zo diskenet.

peden da vari.

18. O Mari, o Mam a drue,
Gant o sikour, a-vreman,
Ni dalc’ho zonj hed hon bue
Ouz maro ho Mab henan.

K. G.