Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —
Da ganan kent ar C’hâtekis.

[Kan plaen notennet:]

En hano an Tad hon c’hrouer ; Ha Jezus e Vab,

hon Zalver, Hag ar Spered-Santel i-ve, Tri ferson

er memes Doue.


2. Reit d’in, ma Jezuz beniget,
Eur speret dous, humbl ha parfet,
Evit gallout diski erfad
Ar C’hatekis, herve ma oad.

 

3. Reit d’in ar c’hras ma komprenin,
Ar pez a vo diskleriet d’in :
Ha goude hen bezan disket
Ar c’hras d’hen pratikan bepret.


Goude ar C’hatekis.

1. M’ho trugareka, ma Jezus,
Dimeus ho kelen presius :
Ha dreist peb tra, deuz ar gentel,
A zo bet disket d’in bugel.

2.Ma Zalver Jezuz, pardonet,
Mar d’on hirie sklanv a speret:

 

Na zellet ket ouzin, allaz !
Ne d’on nemet eur bugel c’hoaz !

3. Eur c’hrouadur a vo kollet
Mar goar ar mad ba n’hen gra ket :
Dre ma tisker d’in ho lezen
Ma gret ive furoc’h kristen


In nomine Patris et Filii — * Et Spiritus Sancti, amen.


En hano an Tad hag ar Mab : — * Hag ar Speret Santel, evel-se bezet gret.

————