Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/147

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 142 —

O pegen koant en e gavel
E kavan, daoust d’e billou,
Doue kuzet en eur bugel
gonit hon c’halonou !

2. Ar c’hroadur-ze ken dous e c’hun,
Ken goann e zaouarnigou
Pa n-euz c’hoant astlap ar gurun
Ken a gren ar meneiou !
War ar bed ben a zo Roue,
An elez an uhelan.
Evel en Env dirag Doue,
A welan stouet aman !

3. Lojenik plouz a zo birie
Ti Jezus neve-ganet,
En oud e fel d’imp, ni ive,
Antren ha chom daoulinet.
Ofr a rimp dezan tensoriou
Gwel vit aour, mirr hag ezans
Leiz hon c’halon a vertuiou,
Karantez, Feiz, Esperans !

4. Pelloc’h, zul gwej hama klevimp
Mouez e c’hras ouz hon gervel,
Hep dale out-hi e sentimp,
Nag e ve ret d’imp mervel.
Hon speret ziouas ! zo tenval
Striz meurbet hon gwenojen ;
E vrec’h hon miro a bep goal
Mar hen pedomp d’hon zouten.

5. N’eo ket hepken e Bethleem
E tleomp klask anezan.
Mont a rimp da Jeruzalem
Er C’halvar d’hen bizitan ;
Stankoc’h c’hoaz barz an ilijou
Ec’h efomp d’hen adori,
O c’hortos ninjal d’an Envou
D’hen gwelet ha d’hen meuli !

K. G.




Gouel an Hano a Jezus a ve gret an eil zul goude ar Rouane.

N° 115. — Gloar da Jezus !
War don : Vive Jésus, N° 115.


1. Gloar da Jezus ! a greiz kalon me gano :
Gloar da Jezus, meulodi d’e Hano !
Hano karet, digaset euz an Envou,