Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/146

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 141 —

Doueou foz, pe kentoc’h drouk-sperejou,
O dalc’he stag ’n o chadenou poner...
Païanet paour, chilaouet ol ar c’helou :
Nouël, Nouël ! ganet eo ho Salver ! (bis).

3. Ar re dister kenkouls hag ar rouane
A zo galvet en e graou bep eil tro :
D’hon c’hentelian e tispigno e vue,
Ha d’hon prenan ouz ar Groaz e varvo !
D’ezan e Dad a genig e ol vadou,
E vrec’h zo krenv, e galon zo tener :
Vit hen meuli unanomp ol hon mouejou :
Nouël, Nouël ! ganet eo hon Zalver ! (bis).

4. Ouspen e voad hag e gelenadures,
D’imp ar Bugel da Vam a rei e Vam,
An hini vo dre ar bed ol Rouanes,
Hag a zo bet a beb amzer dinam :
Eun de zo tont ni hon bezo da Batron
Pried Mari, Jozep e dad mager :
O pebes joa a dle birvi ’n hon c’halon :
Nouël, Nouël ! ganet eo hon Zalver ! (bis).

K. G.

Ar roue Herodes a lakas lazan ol botret vian Bethleem. Deiz o gouel e tigaser ar vugale da welet ar Mabik Jezus, hag ec’h eo mad kanan eun Nouëlen benag ha Kantik ar vugaligou, N° 136.


Arog ma kuitas Jezus Bethleem evit tec’hel en Ejipt e teuas prinset a vro Zav-Heol, henchet gant eur stereden, d’hen adori ha prezanchou gante.

N° 114— Evit Gouel ar Rouane.
War don : Suivons les Rois dans l’étable, N° 114.


1. Diredomp gant ar Rouane
Beteg ar Mabik Jezus :
Uz d’ar c’hraou stereden ar Fe,
D’hon gervel a bar lintrus.