Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 133 —

A lavar an eil d’egile :
« Demp ol da welet Mab Doue ! »

10. Laret a ra ar bastoret
E Bethleem p’int eruet :
« Ni hoc’h ador, Zalver ar bed,
« Pegen eürus omp d’ho kwelet !

11. « Ziouas ! emint-hi, Mabik koant,
« Ni n’hon euz nag aour nag arc’hant :
« Mar plij genac’h-hu koulskoude,
« Kemeret euz hon faourante. »

12. Neuze ar bastoret joaüs,
Goude bezan gwelet Jezus,
N’eur distrei daved o loenet
A gan : Doue ra vo meulet !

13. Kenavo d’ac’h, Mabik-Jezus,
Kenavo bugel dudius !
Reit d’imp ol ar c’hras d’ho kwelet
En Env e palez an Dreindet !




N° 108. — O pebes burzud a welan !
War don koz : Pastoret deut, redet timad, N° 108.


1. O pebes burzud a welan
E Bethleem pa ziredan !
Eur bugel war ar plouz kousket,
Tal dezan e Vam daoulinet !

2. Daoulinet ouz hen adori
Ha pastoret endro dezi :
En oabl ele gwen a vanden
A gan e kreiz ar sklerijen.