Kanomp Nonël da Vab Doue,
Ganet er c’hraou dre garante ;
Da Jezus ha d’e Vam zantel,
Kanomp mil gwej Nouël ! Nouël !
2. Perak e son da hanter-noz
Kleier an tour e peb paros,
Perak e lavar peb belek
Teir oferen d’an Nedelek ?
3. Pelec’h oc’h-hu, Patriarchet,
Zent a wejal ha Profetet ?
E oac’h pelzo o hirvoudi,
Poent eo d’ac’h enem frealzi !
4. Gloar da Zoue, tadou zantel,
Kanet genimp Nouël ! Nouël !
Ganet eo henoas ar Messi,
Gant eur Werc’hes hanvet Mari.
5. Mari a zo e gwirione
Gwerc’hes ha Mam da Vab Doue,
Mam d’ar Zalver oe prometet
D’hon tad Adam ha d’e bried.
6. Eun èl euz an Env, an noz-se,
D’ar bastoret a lavare :
« N’ho pezet aon na spont ebet,
« Zalver a bed a zo ganet.
7. « E Bethleem en eur c’hraouik
« C’houi a gavo eur bugelik :
« Eun tam pillou endro dezan,
« Hag e vam ouz hen briatan. »
8. Neuze oe klevet an Ele
O kanan war eun ton neve
Ar Gloria in excelsis,
Gwel vit na ganer en ilis.
9. Ar bastoret a joa karget,
Dal m’o deuz ar c’helou klevet,