Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 129 —

4. Ha goude ken spontus kentel
Hon tadou koz a bec’he c’hoaz ;
Nag ho mouez, na gurun Babel
Euz a Satan n’o distroas !

5. En ho madeles koulskoude
Daoust d’hon c’hrimou ec’h esperomp,
O kredi penos hep dale
Ho torn a zavo ac’hanomp.

6. Rak laret ho poa da Adam,
Gant an diaoul pa oe bet trec’het,
E teuje èur Mab hag e Vam
Da flastran e ben miliget.

7. Aboe Abraham a zo brud
E tle eur bugel euz e rum
Zevel e dron e kreiz an dud
Hag endro dezan o dastum.

8. Moïzes hag ar brofetet
A gomz d’imp euz ar bugel-ze :
E c’hloar, e vue hed-ha-hed
A zo bet diskuillet gante.

9. O ! ma vefe gwir ar c’helou
Penos zo bet e Nazareth
Eun arc’hel a beurz an Otrou
Gant eun neventi kaer meurbet !

10. Elisabeth ha Zachari
Daou zervijer braz da Zoue
Wardro gant ar Werc’hes Vari
A n-euz kanet zoniou neve....

11. « Doue Israël, emeze,
D’ho hano mil ha mil benos !
Roet ec’h euz d’imp hon Roue,
N’ez euz ken ezom d’hen gortos ! »

12. Kenkent ha ma vezo ganet,
Ele, pastoret, rouane,
Deut d’hen adori, ha kanet
E c’halloud hag e garante !

K. G.