Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/133

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 128 —


6. War Vethlehem, euz an Envou
An elet a dol o zellou :
Eur veulodi o deuz disket
Ha na oe bet biskoaz klevet !

7. Krouer ar bed, c’houi adare
A ziskoue d’imp ho trugare !
D’ac’h ha da Jezus ’n e gavel
Hast hon euz da ganan Nouël !

K. G.



Aboe Adam kals a dud a heuille Satan. An diluj, tour Babel eilpennet, netra n’o didalle. Kalz a re-al ive a chilaoue mouez Noë, Abraham, Moïzes hag ar Brofeted, pere a gomze deze euz ar Messi prometet gant Doue. Eiizabeth ha Zachari a oa kerent zant Ian-Vadeour.

N° 105. — Deut, Zalver ar bed.
War an ton : Creator alme, N° 105.


Diskan.
Deut, Zalver ar bed, diskenet,
Euz a Satan hon dizamet ;
Diskenet deuz ar Baradoz,
Ni zo pelzo ouz ho kortoz.

1. Warlec’h pec’het hon tad kentan
Euz Eden ec’h euz hen skarzet :
Aboe neuze, ni, eveltan,
Nag a daerou hon euz skuillet !

2. Raktal, eneb d’e vugale
An diaoul a stignas e ardou,
Hag an dud paour dallet gante
Enem golle a vagadou.

3. War ar bed kablus, o Doue,
C’houi a ledas dour an diluj ;
Nemet eiz den en Arc’h Noe
Ne oe miret euz an distruj.