Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/131

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 126 —


Ar beden mintin ha noz.

2. Dai ma strink ar sklerigen
E pedan d’ar beure ;
D’an noz, en devalijen
E pedan adare.

Ar beden en Ilijou Zantel

3. Pedi ran en Ilijou,
Tall an Oter stouet,
Oc’h adori hon Otrou
A chom eno kuzet.

Ar beden e peb tachen.

4. N’euz fors pelec’h ’nem gavan,
E kêr pe war ar mêz,
A greiz kalon e pedan,
Dirag an ol, hep mez.

Ar beden epad al labour.

5. Pa ve kalet al labour,
Lec’h touet pe damant,
Stank e pedan d’am zikour,
Jezus, bet artizant.

Ar beden dre gân.

6. Lies e pedan izel.
Lies enem blijan
O kanan a vouez uhel
Ma c’hantikou kaeran.

Ar beden er poaniou.

7. Pa gouez warnon klevejou,
Pa zemplan gant an nec’h,
Ar beden eo ma louzou,
Ar beden am divec’h.

Ar beden hag an euvrou.

8. Ners a ro d’in ar beden
Da garet ma nesan
Herve al lezen gristen,
’N eur ober vad d’ezan.

Ar beden hag ar baourante.

9. Lezel a ran gant ar bed
E arc’hant hag e aour :
Ar pinvikan, mar na bed,
E gwirione zo paour !

Ar beden hag ar Werc’hes.

10. Ma feden dre zorn Man
Da Zoue ve kaset,
He mouez wardro ma hini
Gant Doue ve klevet.

Ar beden hed ar vue.

11. Dalc’hmad, keit ha ma hellin,
E peb oad, epeb bro,
Evel breman e pedin
Beteg heur ar maro.

Ar beden hag ar varn

12. Dirak ar Barner kenkent
E redin hep krenan ;
Rak goude pedi kement,
Deut mad a vin gantan !

K. G.

N. B. — Epad eur retret, deiz ar vugale, e vefe deread kanan : Gwir vignon ar vugaligou, N° 136.

Hag evit klozan ar retret, ar c’hantik : O pebes tan, N° 135.