Pajenn:Kantikou brezonek eskopti Zan-Briek ha Landreger.djvu/130

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 125 —

Vel ma zud koz, er peoc’h, er brezel,
Iac’hus pe glanv : Meulomp Doue !
Bern a ra d’in zevel pe gouezel :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

5. Mar am euz traou, mar d-on enoret,
An ol am c’hlev : Meulomp Doue !
Nag e ven paour, er bed disprizet,
Elec’h damant : Meulomp Doue !
Me vo dic’haouet e bro ar zent,
Ha kals ouspen : Meulomp Doue !
Med e vin gwir gristen war an hent :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

6. Lein ar C’halvar Jezus o tremen
A c’hirvoude : Meulomp Doue !
Daoust d’he glac’har e Vam ’n e gichen
A responte : Meulomp Doue !
Nag e renkfen, evel ma Zalver,
Skuill ma ol goad : Meulomp Doue !
Heman a vo ma divezan ger :
Meulomp Doue ! Meulomp Doue !

K. G.




N° 103. — Jezus a lar d’imp pedi.
War don N° 103.
bepret e tleer pedi.


1. Jezus a lar d’imp pedi
Bepret, kuit a zihan ;
Outan e fel d’in zenti,
Eürus on pa bedan.

Diskan.
Zavet eta, ma ine,
Pignet bete tron Doue :
Ar beden a rei d’ac’h diouaskel grenv,
D’ho tougen, uz d’an oabl, e lein en Env.