Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 117 —
Etrezeg an Env, a-zeün ha joaüs,
Et arog, daoust d’e fulor. Karet Doue, etc.
5. Doue a rei d’ac’h zikour
E c’hrasou,
Doue a rei d’ac’h zikour :
Ember a vo fin d’hoc’h ol drubuillou,
Ha trec’het hoc’h enebour. Karet Doue, etc.
6. Eürus a vefet eun de :
’N e bales,
Eürus a vefet eun de :
Lod e po en e ol binvidiges
Pad an ol eternite. Karet Doue, etc.
K. G.
N° 97. — Fe hon tud-koz.
War don N° 97.
1. Ar Vretoned n’o enezen
Pelzo amzer a voa kristen :
Rog dont en Arvor hon tud-koz
A gare Jezus en Bro-Zoz
Diskan.
— Fe hon tud-koz, o Fe zantel,
C’houi vo bepret Fe Breiz-Izel !
Nac’h hon Doue ! kentoc’h mervel,
Kentoc’h mervel, kentoc’h mervel !
2. Hon zent a ie, a dreuz ar mor,
Da welet Per war e gador :
Goude keit amzer stag e chom
Hon c’halon ouz ar Pab a Rom.