Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/8

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 8 —


1.

War an Aoter
Piou a welan o tisken ?
Jezuz ma mestr, gwir Doue ha den,
War an Aoter ;
Hen gouzout a rañ,
C’houi, Jezuz, a zo amañ ;
War an Aoter.

2.

Dre garantez
Ouz ar Groaz c’houi voe staget ;
En eur vervel hoc’h eus hon prenet
Dre garantez :
Aman c’hoaz bemdez
D’in e tegasit buhez,
Dre garantez.

3.

Me hoc’h ador
JVel ar bastored gwechall
E Betleem, ’kreiz an noz tenval ;
Me hoc’h ador,
’Vel ar Vadalen
War ar C’halvar ’n ho kichen,
Me hoc’h ador.

4.

Me a garfe,
’Vel ar c’hreuzeul arc’hantet,
En hoc’h iliz chom ganeoc’h bepred,
Me a garfe
Santout ma c’halon
Mui ouz mui gwrezus enno(u)n.
Me a garfe.

5.

O ma Jezuz,
Ho pinoz a c’houlennan ;
Ar bed ’zo fall, ha me ’zo ken gwan,
O ma Jezuz,
Roit d’in hirie
Nerz da servija Doue,
O ma Jezuz.




N° VII. — Sakramant an Aoter.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4.= 60
      \key f \major
      \time 6/8
      \partial 8*3
      f4 g8 f( e) f g4 a8 | a4 r8 a4 g8 | \break
      a4 bes8 a( g) a | f4 r8 a4 g8 | a4 c8 c( bes) a |
      g4 r8 g4 f8 | g( a) bes a( g) a | a4 r8 a4 g8 |
      a4 c8 c( bes) a | g4 r8 g4 f8 | g( a) bes a( g) a | f4. \bar "|." 
    }
    \addlyrics{
      O Sa -- kra -- mant ar c’hae -- ra ’lec’h teu
      Dou -- e d’hon ma -- ga_; Je -- zuz a zo a -- mañ
      c’hoaz Koulz ha gwe -- chall war ar Groaz, Je -- zuz
      a zo a -- mañ c’hoaz Koulz ha Gwe -- chall war ar Groaz
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #130
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }