- O Jezuz, o Osti santel,
A zalc’h digor porziou an Nenv,
Spontus ouzimp e sav brezel,
Roit d’imp nerz hag e vimp krenv.
- Setu c’houi deut war an Aoter,
E-lec’h ar gwin hag ar bara
Evit ’n em rei, o ma Salver,
D’hon eneou ’vit o maga.
- D’an tri Ferson ’zo e Doue,
Gloar a-berz ar grouadurien :
Gras d’imp d’o gwelout hepdale,
En hon gwir vro da virviken.
|