— 76 —
- An noz war ar bed a ziskenn
Setu koulz an deñvalijen
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi Mamm Doue,
Ma taoulinomp eno neuze.
- Brezel hon eus gant an diaoulou,
An dud fall hag hon gwall dechou :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma trec’h ar peuc’h en hon ene.
- Ar boan hag an dristidigez
A frailh hon c’halon alies :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma tizec’h hon daerou neuze.
- Rust-kaer alies an amzer
Hag al labour hir ha pounner :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
Ma vez skanvoc’h hon bec’h goude.
- Aman ganeoc’h ne skuizomp ket ;
Kuitaat eur vamm a zo kalet :
Dirak hoc’h Aoter koulskoude
Eo ken dous pedi, Mamm Doue,
M’hon gwelot o tont adarre.
|
N° LXIV. — Evit Kloza Miz Mari.
- Hirie ’lavaromp trugarez
’vit ar grasou hoc’h eus skuilhet
Warnomp, Rouanez an Aelez
E-pad ar miz-man binniget.
Diskan.
D’eoc’h e ouestlomp hon c’halonou ;
Renit enne ’vel en Nenvou,
Ho servija fell d’imp, Mari,
A-raok mont du-se d’ho meuli.
|