- Ano Jezuz eo ar c’haera,
Ano Mari eo an dousa,
Mari,
Ano Mari e an dousa.
- Ar ger Mari zo Rouanez,
Itron, Steredenn ha Mestrez,
Mari,
Itron, Steredenn ha Mestrez.
- Hag eun ano ken glorius
A oa dleet da Vamm Jezuz,
Mari,
A oa dleet da Vamm Jezuz.
- Rak mar deo Jezuz hon Roue,
C’houi ’zo hon Rouanez ive(z).
Mari,
C’houi ’zo hon Rouanez ive(z).
- Jezuz a zo gwir heol an den,
Ha c’houi a zo e steredenn,
Mari,
Ha c’houi a zo e steredenn.
- Jezuz, ho Mab eo hon Aotrou,
Ha c’houi, Itron hon c’halonou,
Mari,
Ha c’houi, Itron hon c’halonou,
- Itron ha n’he deus ket he far,
Nag en Nenv na war an douar,
Mari,
Nag en Nenv na war an douar.
- Hoc’h ano ’zo dous d’hon genou,
Dousoc’h eo c’hoaz d’hon c’halonou.
Mari,
Dousoc’h eo c’hoaz d’hon c’halonou.
- El levriou ne glaskan netra,
Nemet hoc’h ano, da genta,
Mari,
Nemet hoc’h ano da genta.
- N’eus ket kaeroc’h ’vit ar c’hleved,
Eget hoc’h ano binniget,
Mari,
Eget hoc’h ano binniget.
|