— 47 —
Diskan.
Da viken o Mamm ger ni vo ho pugale
Gant sikour ho kalon devet a garantez
- Ho pet sonj mat o Mamm dener
A gomz diweza hon Salver
Pa oe war ar groaz astennet
Kent kinnig d’e Dad e spered
- Jezuz da Yann a lavare :
« Selaou, e man da Vamm aze. »
D’eoc’h e lavare, o Gwerc’hez !
« Ho Mab eveldoun Vo hennes. »
- C’houi ’oar, ’n eun doare meurbet splann,
N’oa ket hepken, eno, Sant Yann,
Met ni holl Jezuz a roe
D’eoc’h-c’houi, hon Mamm, da vugale.
- Gwerc’hez ni ’oar pell ’zo, ivez,
Ez oc’h ar Vamm a garantez ;
Kalon eur vamm, d’he bugale,
A vez digor da hep mare.
- C’hoaz e fell d’imp d’eoc’h en em ouestla,
Mari, hon Mamm, ar vamm wella.
Pa ’z omp ken sempl, n’hon eus esper
Nemet ’n ho kalon ken tener.
|
N° XLI. — An ano Santel a Vari.
- Enor d’hoc’h ano binniget
Ra vezo gant an holl meulet
Mari,
Ra vezo gant an holl meulet.
- O Mamm dener, piou ’lavaro
An holl douster eus hoc’h ano,
Mari,
An holl douster eus hoc’h ano.
|