— 17 —
- Penaos kredi daoulina ouz taol sakr eun Doue,
Goude beza e boaniet kement ’pad hon buhe(z) ?
D’eoc’h, Jezuz, bet evidomp, ken mat, ken kalonek,
E kinnigomp kalonou, siouaz, dianaoudek !
- Koulskoude pa ’z omp galvet da gemer lod ’n ho pred
Dre eur gomz a drugarez peurwalc’hit hon pec’hed :
Teuzit skorn hon c’halonou gant tan ho karante(z),
Leun a joa hag a fizians e tostaimp neuze.
- Pebez eürusted breman pa santin em c’halon
Jezuz o veva ganin evel eur gwir vignon :
E ene gant ma ene muioc’h en em vesko,
Gant ma gwad em izili e wad neuze ’redo.
- Prestit d’in ho tiouaskell, ma Ael mat soursius,
Ma nijin evel eur goulm etre divrec’h Jezuz ;
Me roy d’ezan ma c’halon, hen roy d’in e hini.
Ha gantan e tiskuizin e peuc’h ha dizoursi.
|
N° XIV. — Me Hoc’h ador, ma Jezuz.
Diskan : O pegen bras karantez 𝄌 (ad lib.)
|