- Aelez eus ar Baradoz, sellit pebez enor
A ra dimp er Sakramant Jezus hon Redemptor
Eur wech evit hor prena ez eo bet inkarnet
Ha bemdez ’vit hon maga ganimp e chom bepred.
- Mari, gwir Vamm da Jezuz, Mari, ma Mamm dener,
Ma sikourit da gemer ho Mab ha ma Salver :
Me ne doun siouaz netra, netra nemet pec’hed,
Met ennoc’h ec’h esperan, o ma Mamm vinniget !
- Krouer an Nenv, an douar, war an Aoter Bemdez,
Dre gomz nerzus ar beleg a ziskenn a-nevez :
Eun Doue kalz uheloc’h eget bolz an nenvou,
En em izela ’vit dont betek hon c’halonou.
- Eun Doue bet a-viskoaz hag a vo da viken,
Eun Doue n’eo ar bed holl ’vel netra ’n e gichen.
En em lez gant ar beleg da veza diblaset,
Evit diskenn e kalon ar paoura eus ar bed !
- O burzud ar souezusa e-touez ar burzudou,
O burzud n’hall ket kompren ar c’haera sperejou :
Evit gounit kalonou ho pugale dic’hrad,
O magit, o ma Jezuz, gant ho korf hag ho kwad !
- Nann, ouz eur bugel karet, ar vamm an denera,
Biskoaz na zeuas kement he c’halon da domma :
Goude ken bras karantez, piou a c’hallfe chom yen
E-kenver Jezuz ken mat ’vit e grouadurien !
- Mar deo dister kalonou ar sent hag an aelez,
Evit karout eun Doue ken din a garantez,
Penaos ’teurvezit, Jezuz, dre ar gomunion,
E kalonou ken sklaset dont da ober ho tron ?
|