Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/165

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 165 —

Diskan.
    Meulomp hirie a vouez uhel
    Jezuz-Krist hag e Groaz santel. (2 w)

  1. Kalet-kaer eo kalon an den
    A chom hirie sklaset pe yen,
    A chom sklaset pa wel Jezuz
    En eun doare ken truezus.

  2. Betek ar maro e sentas,
    Betek ar maro war ar Groaz ;
    Eun tamm plouz, e wele kenta
    Ha koad kalet, an diweza.

  3. Mestr ar bed a zoug war e benn
    Spern dreinek evit Kurunenn
    En e dreid hag en e zaouarn
    ’Z eus tachou hir graet gant houarn.

  4. E galon baour a verv ennan
    Evel ar c’hoar dirak an tan,
    C’houi zo gwasket, Salver Doue,
    Evel ma wasker ar c’houe(z) !

  5. Ho nerz a red evel an dour,
    Ha n’hoc’h eus digant den sikour ;
    Ouz ho sec’hed n’hoc’h eus netra
    Nemet gwin trenket da eva !

  6. Eul laer a-zehou, eul laer a-gleiz,
    Dre-holl enebourien direiz,
    Hag ar pez a zo gwasoc’h c’hoaz,
    Ho Mamm dener e-tal ar Groaz !

  7. Evet eo ar c’halir c’houero
    A oa warnan blaz ar maro !..
    Jezuz breman a bleg e benn
    ’vit mervel, ha prena an den.

  8. Eur c’hleze lemm a zo aet do(u)n
    ’n e gostez, betek e galon,
    Evit lakaat da zevera
    Eur berad gwad, an diweza !

  9. O, ma Jezuz, a-raok kuitaat,
    D’ho treid me, a fell d’in pokat,
    Starda goude ma muzellou,
    Ouz ar c’hoad sakr, ouz an tachou.

  10. Hirie, arc’hoaz, ’hed ma buhez,
    E vevin en ho karantez ;
    Mar ’m eus kalon, penaoz ’c’hallfen
    Hep ho karout, Jezuz, tremen !