Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/164

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 164 —



  1. Gouelit, ma daoulagad, setu maro Jezuz,
    Maro evidomp holl, pec’herien gwaleürus

Diskan.
    Maro Jezuz ’vidomp war lein menez Kalvar,
    Pe galon na rannfe gant keuz ha gant glac’har,
    Gant keuz ha gant glac’har.

  1. Tosta, pec’her, ha deus, sell mat ouz da labour ;
    Pep pec’hed graet ganit zo aman torfetour.

  2. Deus da gichen ar Groaz ha gouel d’az pec’hejou ;
    Sonj c’hoaz ez int kiriek da grizder e boaniou.

  3. Mar deo ruziet e gorf gant ar gwad o redek,
    Te a dle e walc’hi gant da zaerou dourek.

  4. N’eo ken met eur gouli eus traon betek e benn ;
    Kurunet eo a spern. Na pebez Kurunenn !

  5. E gorf zo dispennet, e izili, brevet ;
    E dreid hag e zaouarn gant tachou hir treuzet.

  6. Gant ar poultr hag ar gwad e zremm zo dislivet;
    Gant eur goaf lemmet-mat, e gostez digoret.

  7. Pec’her ha pec’herez, c’houi gantan a sko c’hoaz ;
    Ho kalon aheurtet, ’vitan, na pebez kroaz !

  8. Koulskoude d’ho kervel, e benn a zo stouet,
    E galon zo digor, e zivrec’h astennet.

  9. O l breman, ma Jezuz, eo rannet hon c’halon,
    Hag ouzoc’h evit mat e c’houlennomp pardon.

  10. Pardon, O, ma Doue, eus hon holl bec’hejou ;
    Kentoc’h mervel eget nevezi ho poaniou.




N° CXXII. — Meulomp hirie a vouez uhel.



\version "2.22.0"
\score {
  \new Staff {
    \relative c'{
      \tempo "" 4=126
      \key g \major
      \override Rest #'style = #'classical
      \time 6/4 
      r4 d^\markup {\italic "Diskan ha paoz"} a'( b2) g4 | a2 g4 c2 c4 \break
      b( a2) r4 r a | a2 c4 b( g) b | a2 e4 e( d2) \break
      r4 d e fis g a | a g g( a2) c4
      b( g) b a( fis) g8( fis) | e2 d4 d2 r4 \bar "|."
    }
    \addlyrics{
      Meu -- lomp hi -- rie a vouez u --
      hel Je -- zuz -- Krist hag e Groaz san -- tel
      Meu -- lomp hi -- rie a vouez u -- hel Je --
      zuz -- Krist hag e Groaz san -- tel.
    }
  }
  \layout {
    indent = #00
    line-width = #125
  }
  \midi { }
}
\header { tagline = ##f }

= pe ton gallek Vive Jésus, vive sa croix.