Mont d’an endalc’had

Pajenn:Kantigou brezonek eskopti Sant-Brieg ha Landreger, 1934.djvu/136

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 136 —



  1. Me a wel ar gwenan
    Savet da c’houlou-deiz ;
    Me ivez a dle kemer poan
    Ma reno gras Doue em c’hreiz.

  2. Hep ehan, ar wazig
    A dreuz ar saonennou,
    ’Trezek Doue eo mont braoik,
    Hep luzia er plijaduriou.

  3. An oan kaez gant fizians
    A heuilh e bennrenour ;
    Heuliomp Jezuz evit kaout chans ;
    An droukspered a zo treitour.

  4. Ar gwez gant an avel
    A bep tu vez hejet ;
    Koueza ’rin ma savan uhel :
    Well eo pleustra an izelded.

  5. An delienn a chom ye,
    Pa vez stag ouz he barr ;
    Ma ’n em zistagan diouz Doue,
    E teuin da wenvi hep-mar.

  6. Ar rozenn a zigor,
    Hag a sec’h ’n eur beure ;
    Hirie ma ’z oun serz, yac’h, didorr,
    Arc’hoaz e varvin marteze.

  7. Al laboused a gan
    Meuleudi d’o C’hrouer ;
    Duoc’h oun-me eget eur vran,
    Ma n’e veulan e pep amzer,

  8. Skourn hag erc’h a-wechou
    A droc’h ken a grenan ;
    Kals gwasoc’h dre ma fec’hejou,
    A-berz Doue kaout a dlean.

  9. Faez oun gant an tommder,
    Dindan an heol, pa boaz ;
    Ma foaniou n’int mann e-kenver
    Poaniou Jezuz stag ouz e Groaz.

  10. C’houi hepken, ma Doue,
    A glaskan e pep tra ;
    Renit warnoun c’houi, ma Roue,
    En em ouestla ’ran d’eoc’h gant joa.