— 135 —
- Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
Sentus holl ouz lezenn Doue :
Eürusted eur vro, he gwir mammenn,
Eo kemer Jezuz da Roue.
- Ra gennerzo Hon Salver Jezuz
An Iliz Santel e Bried,
Ma beurdrec’ho er brezel spontus
A vez graet d’ezi dre ar bed.
- Doue, mestr d’ar rouantelezou,
Hag e Aviel o lezenn ;
Pegoulz ’ta, poblou, gant ho mestrou,
E plegot dirazan ho penn ?
- Bezomp kristen evel hon tadou.
Lavaromp, Breiziz, a bouez penn,
En eur gerzout holl war o roudou :
Feal bepred ! Treitour, biken ! »
|
N° CIII. — Aman pell diouz an trouz.
- Aman, pell diouz an trouz
Hag holl safar ar bed
Ar maeziou am c’helenn kenkoulz
Hag an akwita doktored.
- An douar a bourvez
E vara d’ar poaniour ;
N’e ro ket d’an den didalvez :
N’eus ket a vara hep labour.
|