Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
91
a Vontroulez.


Simon a Vontroulez a garg ar fusuill, hac e zeomp hon daou d’en em goach e corn an ty, epad ma crene hon hostisien, ha ma credent e zemp da veza lounqet. Vardro unnec heur e veljomp un den o tostat, hac en affublet eus ur rochet var e zillat, hac ur bonet bras a baper var e benn. Distaga eure ur valan benac eus ar bern, o arrenji a ra var al leur, hac e commanç evit güir da zorna. En instant m’en devoe troet e guein eus hor c’hostez, e tostajomp sioulic outàn. Simon a leusqas e denn fusuill en ear. An ene, spouronet oll, a leusqas ur griaden, hac a guezas var al leur evel ur zac’had loayou, marvoc’h eguet beo. Sailla rejomp varnezàn ; cregui a rejom ferm e collier rochet al lapin, qentoc’h eguet e lezel da sortial eus e spont, hac en trainjomp d’an ty. Dalit, eme Simon : cetu aze an ene a deue da laeres hoc’h hed, hac a gren c’hoas muioc’h eguedoc’h. — Ah! jarnidiaoul, sell : an amezec Maze eo, pe vìn manac’h ! — En e-unan, eme Simon. Eh bien ! petra em boa-me lavaret dêc’h ? Credi a reot-hu er seurt traou-se ?… Ha te, lanchore bras, ma pije bet grêt, pemzec deiz so, ar pez e zoun o paouez ober, e pije tout an hed en deus laeret ar c’hoqin-ma dêc’h. Cetu aze petra eo ar supertition hac ar boltronerez. Ar supertition a rent dall, hac ar boltronerez a rent seyet. Neo qet eus ar re varo e tleer en em disfia ; mes deus ar re veo eo. It betec ar but da velet ar pez a spont ac’hanoc’h, ha cazi bepret e c’hoarzot oc’h-unan eus ho spont.