Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
Simon

dêc’h. Mes penaus ec’h ellit-hu gouzout e zeo ene an autrou Richard a deu da guerc’hat hoc’h hed ? — Penaus er gouzomp ! Petra ? ne glêvomp-ni qet anezàn bemnos o torna ? Hac ouspen se, comzet en deus ouzomp : lavaret en deus deomp ar pez hon eus contet dêc’h. — Ah! va zud qêz ; hac oc’h eus ar vadelez d’er c’hredi var e c’her ! Penaus-ta ! Al lüe bras-se a n’en deus qet credet tostat outàn, evit en em assuri demeus ar virionez ? — Ah ben ia ! eme ar pot sot, evit beza paqet gant an ene etouez an hed, ha casset gantàn var e chouq ! nan, nan ; n’on qet qen diot-se. — Arça, eme Simon, collet oc’h eus-hu eta oll ho speret, evit credi e tistro an dud varo ? Ar pez a guemerit evit un ene, n’en deo nemet ul laer, pehini a gont var ho poltronerez, pa gred dont da zorna hoc’h bed bete dindan ho fri. — Var hon poltronerez a lavarit-hu ? Eh ben ia c’hoas ! Oh ! neo qet ni hepqen ar poltronet, ar pez so a vad ; rac Maze, hon amezeg, da behini hon eus comzet eus a se, n’en deus biscoas credet dont da dremen an nôs amàn ganeomp, evit en em assuri eus a se. — Ah ! hoc’h amezec en deus refuset dont da dremen an nôs ganêc’h ! Sellaouit : C’houi eteur paria e zeo én a zorn an hed ! — Bah ! lavarat a ràn dêc’h c’hoas penaus e zeo ene an A. Richard. — Ah ! jarnigoa, c’hoas ur vech, n’en doc’h nemet pennou foll, o credi e tistro an dud maro. Beza oc’h eus-hu ur fusuill en ho ty ? — Ia. — Mad ; roit din anezàn, hac e voezimp hep dale petra eo an dra-se.