Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/89

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
a Vontroulez.

en eur blanta guez avalou ! Gouscoude, ret eo en lavaret gant güirionez, guelet a rêr, abaoue un nebeudic amzer, ur perc’hennez nevez benac o commanç planta : neus nemet ar fermerien, pere na reont qet c’hoas; mes, paciantet : p’o devezo santet ar profit bras hac ar blijadur da gaout ur banne gist, e rint ivez evel ar re-all. Guel eo divezat eguet james.

Simon en em adressas neuze d’ar mestr, hac a lavaras dezàn : Ho ty a gavàn disposet mat, va mignon Morin. Cetu aze plench o fonci ar gambr, elec’h an tillach lous ha pounner ; ho cueleyou, ho presiou hac hoc’h oll meubl a so coaret propr ; bancou clôs oc’h eus evit azea ous taul, ho prenestou a so bras, hac a lèz da viana an eol binniguet da antren en ty, ha da zizec’ha an humidite. Anfin, qement a velàn a zisqeuz un urz admirapl, hac a ra plijadur da velet. Perac eta na rêr qet se dre oll ? Mes, eme Simon, me sonch dìn oc’h occupet gant un dra benac a serius, rac n’en doc’h qet joaüs, evel ma tlefec’h beza etouez ho famill hac e creiz an oll brosperite a velàn amàn o rén.

Ar Fermier Morin. — Güir eo, tad Simon, un dra benac ameus hac am tarabus.

Simon a Vontroulez — Fachet e vec’h-hu e c’houlenfec’h ouzoc’h ar sujet eus a se ?

Morin. — Nan sur ; mes va breur, pehini a chom en Plegat-Guerant, en deus discrifet dìn e zeo hanvet da veza jured en tribunal Qemper. Ar c’henta guech eo dezàn da vont, hac e scrif dìn e carfe laqat en em dispansi.