Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
84
Simon


Simon — En em dispansi ! Perac eta ? Da guenta tout, na ell qet en ober, hac ouspen-se, un dever sacr eo, na dle den honest ebet desirout so qen en em laqat exanti, anes an necessite vrassa, ha c’hoas eo ret en prouvi. Ho preur na voar qet eta penaus ar jujemanchou dre juri a so unan eus ar preciussa güiriou a ro deomp ar chart ? Supposi a ràn e vec’h accuset injustamant ; na vec’h-hu qet contant da veza barnet gant tud hac a vez ingal dêc’h, na elfent qet beza excitet dre ar gassoni, dre an interest, dre an aoun, pe dre indifferanç ? Eh bien ! penaus ec’h affec’h-hu sonjal refusi d’ar re all ar güir brecius-se a accord dezo al lezen, hac a c’houlenfec‘h evidoc’h hoc’h-unan ? Mar fell deomp conservi hon institutionou mad, e zeo ret deomp ivez eo em soumetti d’an deveriou a gommand.

Morin. — Va Doue, tad Simon, rêson oc’h eus ; neo qet rac an direnjamant nac ar boan en deus aon va breur. Mes conventi a reot e zeo un dra derrupl da gaout da zisposi eus a vuez un den. Evelse ivez e lavar va breur dìn e zeo decidet da absolvi qement accuset en em bresanto en tribunal.

Simon — Ah, dam ! ur c’hoari gaer a rafe neuze ! Ho preur hac e gonscianç e deve lec’h da veza tranqil ! Ober evelse, a vez bonamant mancout d’an angajamant en deus contractet, trahissa confianç ar justiç, ha comprometi ar societe en antier. Supposomp, va mignon Morin, en defe ho preur savetet evelse ur mise-