Mont d’an endalc’had

Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/87

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
81
a Vontroulez.

da guemer ar soign-se, pehini so naturel ha necesser. Sonjal a rit-hu ivez e zeo un dra goall yac’hus an humidite-se a c’holo ho muraillou ? — Mes, autrou qèz, eme ar vreg, penaus ober evit ampech se ? — Penaus ? Ne zeus qen moyen nemet da zerc’hel ar vuraillou propr mad, ha rei ear alies d’ho ty. Gouzout a ran ervad ne barvenfot qet da chasseal gant se tout an humidite en antier ; mes evit sur e timinuo calz ; — elec’h ma ne nevezaït qet an ear en diabars an ty, penaus e fell dec’h e tizec’hfe ? Cetu aze vesseliou a servich dêc’h da prepari ho poued, ha n’o deveus qet ar fêçon da veza goualc’het alies ; hoc’h avertissa a ran e zeo an dra-se goal dangerus, hac e risqit calz. Sellit bisach ho pugale goloet a vulbuennou. An dra-se a gresco hac a risco o abima a c’houliou. Hac én so eta qen dies d’en em delc’hel propr ? C’hoas ur vech, an dra-se na goust netra. Peguen paour benac e zoar, na dleer james ancounac’hat an dignite a gristen, nac en em laqat tec’hel ous daoulagad ar re-all. En güirione, va greg vad, ho conseilli a ràn c’hoas da guemer soign eus a guement so en dro dêc’h, ha bezit sur e cafot ur certen plijadur ous en em velet en ur bosition agreabl. Ah! cetu êrru an ozac’h ! Bonjour va mignon. E voan o conseilli d’ho creg beza muioc’h soignus var ar broprete en e zieguez. Mes dêc’h e lavarìn ivez e zòn estonet o velet teil, dour brein, ar fos, ha qement seurt loustoni oll so, placet justamant e tal ho ty. Perac nonpas pellât an traou-se, pere a so goal noazus ? Anfin, re-