Pajenn:Jussieu - Ledan - Simon a Vontroulez, 1834.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
Simon

cueza evel a rê, evit hon forci da chom ebars an ty lous-se, e pehini e voa ur c’huez ar falla. Qement a velet eno a voa lous eston, hac ar vam hac ar vugale a voa o-unan al loussa a dout. Ne voan qet evit miret da c’hoarzin, e creiz an traou-se tout, dreist-oll o velet ar grimaçou drol a laqe an dra-se da ober da Simon, Ne allas pelloc’h delc’hel e dêod, hac e comzas evellen ous ar vreg : — Gouzout a rit-hu, greg, neo qet goal bropr ho ty, hac en em exposit calz, dre noc’h eus nep soign eus ho tieguez ? — Allas ! autrou qèz, ret e vez caout moyen evit ober qementse. Guelet a rit peguen paour omp. — Güir eo se, eme Simon, hac ho clêm a ràn a greiz va c’halon. Mes, credi a rit-hu eta eo goal goustus ar broprete ? Obliget oc’h-hu da baea an ear a lesfec’h da antren en ho ty, pe an dour gant pehini e voalc’hfec’h qement so amàn, c’houi hac ho pugale ? Ar viser na ell qet excusi al loustoni ; rac anfin , an ear hac an dour a apparc’hant d’an oll. Ne goncevan qet penaus ec’h ellit beva etouez an traou-ma. Al louster-se memes a goust dêc’h muioc’h eguet na songit ; rac dangerus bras eo d’ar yec’het, ha na ven qet estonet e deve ur suit fall evit hoc’h hini hac evit hini ho pugale. Ne zeus dabord netra qen dangerus d’ar yec’het, eguet an ear corrompet. Mar lezit ho corfou goloet a grass hac a lastez, cetu aze ur gommançamant a gorruption, hac a ell da denna da glénvejou bras. Sellit ous an anevalet a ya d’en em laqat en dour evit nettât o c’horf ; an instinq o c’hundu